
D'an 23 viz Genver tremenet e oa deuet Erwan Blanchard, kelaouenner war ar radio e brezhoneg Arvorig FM, ha bet c'hoarier football e-unan e klub COB Sant Brieg, da live DSR, da ober un enklask war ar PAC. Goude bezañ kejet gant Gilles Boulouard, en doa bet tro da atersiñ Jo Lareur ha Jo Bleas, o doa kontet dezhañ istor ar c'hlub. Warlerc'h en doa Yann-Fañch Kerneis displeget dezhañ al labour a vez graet dreist-holl evit ar re yaouank, hag a zo bet lakaet war-wel, nevez zo, dre ar Gib Gambardella. Klevet e vez Arvorig FM war 91,7 Mghz.